An Durzhunel

Alan Stivell

Kalz amzer am-eus kollet o furchal er c'hoajou,
O klask tapout un durzunel kousket war ar brankou

Devet am-eus ma amors ha tennet am-eus fall,
Achapet an durzunel ha nijet d'ur c'hoad all.

Diouz an noz hag ar mintin e klevan al lapoused,
O kana, o fredonin, da veg ar gwez pignet,

Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon,
Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon.

Hirvoud a ran nozh ha deiz gant ar boan ha glac'har,
Evel eun intanvez paour kollet ganti e far,

Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon,
Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon.

Petra turzunel yaouank a dourmant
Mont a ran da vervel